en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Emañ an AESH é klask kaouit ur statud

Emañ an AESH é klask kaouit ur statud

An AESH a ambrouga hag a harpa ar vugale hag ar grennarded a zo gete ezhommoù ispisial er skol, ampechet pe pas.

Ur c’hinnig lezenn savet get ar PS a oa nac’het get ar sened dimerc’her. Ar pal a oa krouiñ ur statud kargidi stad evit al labourerion-se, hag a zo e wirionez labourerezed d’al liesañ.

Yannig Laporte a zo AESH e Skolaj Diwan Kemper a c’houde un dek blezad bennak. Elwenn Rousic-Plantec he deus hi komañset e miz Gwenholon e skolaj Diwan Beuzid-ar-C’hoadoù (« La Bouexière » e galleg) e-tal Roazhon. Kinnig a reomp deoc’h selaou anezhe diàr o c’hondisionoù labour. Goulennataet e oant bet get Aodren Trehin.

Get ar senedourion e oa bet votet a-enep krouidigezh ur statud evite, met ur c’hinnig lezenn arall a vo kaset er vodadenn vroadel edan berr. Spi en deus da Yannig e vo d’an nebeutañ muioc’h a dabutoù.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio